122
An Œuvrou a Drugarez.
Peden.
VA Doue, me ho supli
Grit d’in ar c’hraç bremâ,
Da heul ha da exerci
An œuvrou santel-mâ
|
Evit ma viot ive
Trugarezus ouzin,
O soulaji va ene,
Eus ar bed-ma pa’z in. Amen.
|
CANTIC VAR AN EIZ EURÜSDET
Eus an Aviel, evit ma lacaïmp hor poan da bratica bemdez en ur fæçon bennac ar guentel a ro deomp hor Salver enno. Var an ton ordinal ac ancien.
CLevit eiz quelennadurez
A zisclerias var ur menez
Jesus hor mæstr celestiel,
D’an ebestel, d’an ebestel.
1. Eürus ar re baour a galon ;
Receo a raïnt an donæson
Eus a rouantelez an eê
Digant Doue, digant Doue.
2. Eürus ar re so douç ha mad,
O pardoni a galon vad ;
Jouissa a raïnt eus an douar
Pell diouz glac’har, pell diouz glac’har.
3. Eürus ar re squill daëlou
Gant ur guir gueus d’ho fec’hejou ;
Un deiz e vezint consolet
Hep mar ebet, hep mar ebet.
4. Eürus ar re ho deveus naon
|
Da servija Doue a galon,
Rac ma vezint rassasiet
Erjoaüsdet, er joaüsdet.
5. Eürus ar re so truezus
Oc’h assista memprou Jesus :
Jesus ivez en devezo
Truez outo, truez outo.
6. Eürus ar re ho deus bepret
Ur galon neat a bep pec’het ;
Ar guell ho devezo en eê
Eus a Zoue, eus a Zoue.
7. Eürus ar re so pacific,
Rac tretet vezint manific,
Pa vezint galvet gant Doue
He vugale, he vugale.
8. Eürus ar re a soufr joayus,
O renta servij da Jesus;
Mont a raïnt d’he rouantelez
|