Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/147

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
127
Exerciçou evit an [sic] Sacramanchou.


Grit deomp ar c’hraç da profita
£us ar sacramanchou dîn mâ,

Ma veritimp dre ho moyen
Beza eürus da virviquen. Amen.



Cantic var an Exerciç [eus] [1] ar Gonfession,

Pe ar guir voyen d’en em dispos da ober ur gonfession vad ha d’en em reconcilia gant Doue dre ur guir binijen. Var an ton : Clevit evit mad, pobl christen.

[C]levit [2] entresoc’h, pec’herien,
Ha desquit oll ar guir voyen
D’en em lacat en graç Doue,
Ha da sauvetei hoc’h ene.
Evit en em lacat en stad
Da ober ur binijen vad,
Hac ur gonfession sincer,
Ar pemp tra-mâ so necesser.
Da genta oll gant dilijanç
Examina ho consianç,
Evit anaout an offançou
Hoc’h eus grêt enep hoc’h Autrou.
D’an eil er galon caout regret
Da veza Doue offancet ;
D’an trede, en em broposi
Na zistrot mui d’he offansi.
D’ar pevare entieramant
Confes ho pec’het humblamant
Hep nac’h netra gant nep seurt mez,
Hac o lesel peb digarez.
Goude-se ober, d’ar pempet
Quement a vezo odrenet
Gant ho confessour : er guis-se
En em lequeot en graç Doue
Mæs evit anaout ho pec’het
Ha caout anez[o] [3] guir regret,

Pemp tra so requis evit ober ur gonfession vad hac ur guir binijen.

  1. Lezet e-maez er moulladur.
  2. Moullet : Gle-.
  3. Moullet : -za.