Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/149

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
129
Exerciç evit ar Gonfession.

Erfin dre valiç pa bec’it,
Dreist pep tra en em attaquit
Ouz ar vadelez eternel
A Zoue ar Speret Santel.

 

Neuse’ta piza ma ellot,
Hep faot en em examinot.
Var an dec gourc’hemen Doue,
Ha var rte an Ilis goude.
En em examinit ivez
Var an œuvrou a drugarez,
Var ar seiz pec’het capital
Hac ar pemp squiant natural.
Ar pemp squiant natural eo
Ar c’houez, ar vlaz, ar guel, ar c’hleo,
An touich pe an attouchamant :
Chetu eno pemp santimant.
Er fæçon-mâ et tleit guelet
Penaus hoc’h eus Doue offancet
Dre sonj, dre [go]ms [1], dre action
Hac ouspen dre omission.
Dre omission e pec’hit,
Ho teveriou pa neglijit,
Pa list ar mad hep he ober,
Hac en dleet deoc’h ha necesser.
Evit anaout guel ho pec’het,
Considerit pe leac’h oc’h bet,
Gant piou, p’en occupation,
Pe heur ha p’en occasion.

Ar voyen da examina erfat hor c’honsianç quent mont da gofes.

Goude m’hoc’h eus anavezet,
Guella ma illit ho pec’het,
Concevit en creis ho calon
Ur guir gueuz ha contrition.
Regretit hoc’h ingrateri
En andret Jesus map Mari,
Eo beten hoc’h andret quer mad,
O squilla evidoc’h he c’hoad.

Ar voyen d’en em excita d’ar c’hueuz ha d’ar gontrition eus ar pec’hejou quent ar gonfession.

  1. Moullet : groms.