Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/156

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
136
Exerciç evit ar Gonfession.

Me so bet ur prodig,
Pell diouzoc’h tec’het
D’ar vro diabolig,
Siouaz ! eus ar pec’het,
Eleac’h m’em eus bevet
Gant pep brutalite,
Ha m’em eus dispignet
Oll madou va ene.
O veza fouillezet
Va oll vad erguis-se,
Oun bet eta couezet
En peb necessite ;
Ne doun jamæs contant,
Geinet oa va speret,
Pa oan d’an ærouant
Esclav en em rentet.
O veza en em lequeat,
Siouaz, en he servij,
En deus ac’hanon great
Ato ur goall implij,
Rac da viret ar moc’h
En deus bet ma c’hasset,
Hac e carfen pelloc’h
Dibri eus ho boet.
Ar moc’h-se ne d’oant quen
Nemet an desirou
Hac ar c’hoant disordren
D’am plijadurezou,
O clasq satisfia
D’am inclination,
Hep ec’h allan beza
Contant en nep fæçon.
Hoguen pa’z on erfin
Deut enon va-unan,
O c’hout peguen indin
Oan tretet gant Satan,
Oun deut da lavaret :

Allas, pe en goall stad
Oun me en em rentet
O pellat diouz va zad !
A lod a vev contant
En servij va Doue,
Ha me nemet tourmant
N’em eus var va ene !
Ret vezo d’in sevel
Pelloc’h eus ar goal stad
A bec’hejou marvel,
Ha mont da gaout va zad.
Distrei a ran ouzoc’h
Bremâ’ta, va Jesus,
Gant fizianç vras enoc’h,
Pa’z oc’h quen truezus;
A galon prosternet
Dirac ho majeste.
Me ansao va fec’het
Gant guir humilite.
Anaout a ran erfad
Ez on en em rentet
Dirac ho taoulagad
Criminel bras meurbet,
Ha n’em eus meritet
Nemet ho cassoni,
Pa’z on bet effrontet
Hoc’h enep da bec’hi
Rac-se, va Zad divin,
P’am eus ho tileset,
Brema ne d’oun mui dîn
Da veza ho map galvet ;
Ma zretit hepmuiquen
Evel an distera
Eus ar servijerien
A zebr eus no para.
Va Doue, perac na de
Gant glac’har ha regret
Ranet va c’halon-me