Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/158

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
138
Exerciç evit ar Gonfession.


liet quement en presanç Doue gant ar regret d’he veza offancet.

Remercout a reomp pevar zra er publiquen-mâ pere a zisquez deomp ar fæçon d’en em reconcilia ouz Doue dre ur guir binijen. Da guenta, en em anaie meurbet indîn d’en em bresanti dirac Doue ha da antren en he di, ar pez a ra dezan en em derc’hel en antre eus an templ en ur bostur humbl ha modest, hep credout sevel he zaoulagat diouz an douar da sellet etrese an eê. D’an eil en devoa ur regret bras d’he bec’hejou en guelet he galon, oc’h anaout erfat ne verite nemet punition, ar pez a rea dezan squei var he beultrin. D’an drede, ec’h ansave sinceramant ne doa nemet ur pec’her miserabl, hac en devoa couscoude fizianç en drugarez a Zoue, pa en em adresse dezan. D’ar pevare, pede Doue gant ur feiz hac ur guir humilite da gaout truez outâ. Mar antreomp en dispositionou-mâ pa’z eomp d’an Ilis ha da gofes, ec’h ellomp en em assuri e tistroïmp ive d’ar guear gant ar pardon hac an absolven eus hor pec’hejou. En intantion-se grit an act a gontrition-mâ, pehini a ellet da gana var an ear gallec: Venez, venez, Esprit Saint , dans nos cœurs, pe var ton an Tad Honore.

O Va Salver, hoc’h eus, dre ma c’haret,
Poaniou cruel evidon anduret,
Elec’h bepret dont d’ho caret ive,
Em eus pec’het, siouas, hed va buez !
Ne dlefen quet sevel va daoulagad
Varzu an eê, pa[’]z oun bet quer ingrad,
Ha pa’z oun bet, va Jesus , quer mechant
D’hoc’h offansi, siouas, marvelamant !
O va Doue, ho pet truez ouzin,
Me a ene oun ur pec’her indîn,
Ne veritan nemet punition,
Hoguen c’houi so leun a compassion.
Calmit eta ho coler em andret,
Rac gant ar c’heuz ê va c’halon mantret,