Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/159

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
139
Exerciç evit ar Gonfession.

Mar d’oun diouzoc’h dre va fec’het pelleet,
Grit ma vezin dre va ïegret tosteet.
N’am c’hollit quet, pa’z oc’h trugarezus,
Ha pa’z oun deoc’h coustet ker, va Jesus ;
Gant ho sicour e proposan tec’het
Diouz peb danjer da zistrei d’am pec’het.
Accordit d’in e satisfaction
Hed va buez ur guir gontrition :
Roït d’in ar c hraç d’ober ho volontez
Bete’r maro gant ur guir garantez.
Guerc’hes Vari, va Æl-mad, va faëron;,
Obtenit d’in digant Doue ar pardon,
Hac ar c’hraç gre d’he garet quer fidel,
Na rin jamæs nep seurt pec’het marvel.
O va ene, quitaomp ar vanite,
Poent eo entent ouz an eternite :
Na sonjomp mui nemet ober erfad
Evit plijout da Zoue hor guir tad. Amen.


CANTIC ALL EVIT EN EM EXCITA

D’ar regret da veza offancet Doue, ha d’he garet pelloc’h. Var ton Biron, pe var an ear gallec, J’ai péché contre Dieu.

SIouas d’in ! va Doue,
En peb oad, en peb amser
Oc’h offancet guene,
Ha c’houi quer mad em c’hêver ;
Mæs perac hoc’h offansi
Eleac’h dont d’ho caret ?
Pa sonjan em ingrat[er]i
Eo va c’halon rannet.
Evit ur blijadur
Dister hac abominabl,
Allas ! dre un injur
A so meurbet deteslabl,

Em eus plantet ar gontel
Bete calon va dad,
Ha dre ur maro cruel
Lazet va Autrou mad.
Ah ! den barbar ma’z on,
Penaus em eus-me gallet
Caout biscoaz ar galon
Da ober un seurt torfet
En hoc’h andret, va Jesus,
A ro d’in ar vuez,
Ha c’houi quen trugarezus
Em andret-me ivez ?
Guelomp, va daoulagad,