140
Exerciç evit ar Gonfession.
Gant ur guir displijadur,
Pa’z oun bet quen ingrad,
Quer criz ha quen dinatur,
Da grucifia a-nevez
Va Salver benniguet,
Evit quement madelez
En deveus em andret.
O ! perac na doun-me
Prest dre ho carantez,
Va Autrou, va Doue,
Da ober ho volontez ?
Evit ho crouadurien
Oun carguet a domder,
Hac oun leun a ienien
Evidoc’h, va Chrouer.
Ho caret eo ar mad
Hac ar guir binvidiguez ;
Ar rest ne de hanad
Nemet poan ha paourentez :
Maleürus ê hor buez
|
Hep carantez Doue,
Leun eo a distridiguez,
Un ifern memes ê.
Nep ho car, va Jesus,
En em guef en assuranç :
Bepret e vez joayus
Ha leun eus a esperanç :
Quement seurt poan a andur
A blij d’he garantez,
Hac an despet d’an natur,
E sent ouzoc’h bemdez.
Va Salver, me ho ped,
Dre an intercession
Eus ho mam benniguet,
Ha dre hoc’h oll bassion,
Grit d’in ar c’hras d’ho caret
Erguis-se quer fidel,
Ma teuin ato da viret
Ho lesennou santel. Amen.
|
CANTIC VAR UN ORÆSON DEVOT,
Evit trugarecaat Doue goude ar gonfession, hac evit goulen ar c[’]hraç da berseveri en stad vad. Var an ear gallec : Ruisseau qui cours après toi-même.
GRaçou deoc’h, va Jesus, a rentan
Eus ho madelez em andret,
D’am beza gant patiantet
Gortoet da gofes bete vreman,
Ha da vezan grêt d’in receo an absolven
Er sacramant a binijen. bis.
Na bermetit quet, o va Salver,
|
E ven jamæs quer maleürus
Da goueza en pec’het grevus,
Na mui quen ingrad en ho quêver ;
Mæs va rentit pelloc’h ferm ha perseverant
D’ho servija fidelamant. bis.
Grêt em eus ar resolution
|