Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/161

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
##
Exerciç evit ar Gonfession.


Da viret ho courc’hemennou,
Da drec’hi va fassionou,
Ha da guitat an occasion
Moyenant ar sicour eus ho craç, va Doue,
M’her goulen digueneoc’h ive. bis.
Meulet ra viot evit bi-

quen,
O va Redamtor benniguet,
Da veza bet instituet
Ar sacramant eus a binjen ;
Me bed ho Mam, ar Sænt bac an Ælez eürus
D’bo trugarecât, va Jesus. bis. Amen. ,




EXERCIÇOU EVlT AR GOMMUNI0N,
Pe ar voyen d’ober ur gommunion vad.
cantic var a[n] [1] traou principal,

Pere a renquer da gridi evit ar sacramant adorabl eus an auter. Var an ear : Mar guirit ober oræson.

CRedi a renquit fermamant
Penaus ema er sacramant
Guir gorf Jesus hac he ene,
He c’hoad hac be zivinite.
Diaguent mâ vez consacret
Er sacrifiç, pa vez offret,
An hostif ne de sur quen tra
Nemet a viniz great bara.
Mæs evel ma vez prononcet
Ar c’homsou sacr instituet,
Ar bara a chenj neuse souden
En corf Jesus, Doue ba Den.
Dre’l liou, dre’r vlas e seblanto

E ve bara an hostif ato ;
Mæs ne chom mui eno netra
Nemet ar speçQu a vara.
Corf Jesus ne vez quet rannet
Na quen nebeut vez brusunet,
Evit ar belec da ranna
An hostif pe d’he brusuna.
Hoguen peb tam, peb brusunen,
Tout antier ato her c’hompren :
He gorf so gant ar c’hoad divin
En peb speç a vara hac a vîn.
Ha mar en receo ar belec

  1. Moullet : ar.