Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/162

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
142
Exerciçou evit ar Gommunion.


Dindan an daou speç pa celebr,
Nep en receo dindan unan
A receo quement eveldan.
He c’hoad so en he gorf bepret;
Ha mar seblante ne ve quet
Quement-se so evit disquez
Her squillas en fin he vuez.
Chetu petra so necesser
Eus ar sacramant an auter
Da gridi ferm heb mar ebet
Evit gallout beza salvet.
Ha mar beac’h en pec’het marvel,
Na d’it jamæs d’an daul santel,
Hep mont da gaout an absolven
Er sacramant a binijen
Rac mar d’it d’ar gommunion

Gant ur goall disposition,
E tebrot ho parnediguez
O trahissa Jesus ivez.
Me gred an traou-mâ, va Salver,
Evit sacramant an auter,
A oue gueneoc’h instituet
Nôz quent ma oac’h crucifier.
Na bermetit quet, va Jesus,
E ven jamæs quer maleürus
Ous ar myster-se da dostaat,
Evel Iudas, en ur goall stad.
Quent se grit ma tostaïn ato,
Evel pa vez en heur ar maro,
Ouzoc’h dre ar gommunion
Gant ur guir devotion. Amen.


ALIOU VAR AR BREPARATION
da gommunia.

OLl buez ur c’hristen ne dlefFs beza nemet ur breparation continuel d’ar gommunion, rac an action ar santela hac eus ar vrassa consecanç a ouffemp da ober er bed-mâ evit bor silvidiguez, eo comniunia erfat ; eleac’h er c’hontrol ma’z eo ar goall gommunion un action an outrajussa da Zoue hac an daonapla d’hon ene. Evelse ive e lavare hor Salver da Iudas pehini oue ar c’henta oc’h ober ur goall gommunion, penaus e vise guell dezâ na vise deut