Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/164

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
144
Exerciçou evit ar Gonfession [!].

CANTIC VAR AN ACTOU,

Pere so mad da ober abarz communia. Var an ear gallec : Que veux-je en récompense ?

Actou a feiz.

CRidi a ran fermamant
Emoc’h-hu er sacramant,
Va Doue, va Autrou,
Ha ne chom mui ar sustanç,
Maes epquen an apparanç
A vara en hostivou.
C’houi hoc’h-unan, va Jesus,
Ho gorf [sic], ho coad precius
Hac ivez hoc’h ene
So er sacramant cuset
Dindan speçou quen displet
Gant ho tivinite.
Ia, m’ho cred, va Salver,
Ensacramant an auter,
P’hoc’h eus han lavaret,
Hac ive pa’z ê deomp-ni
Gant hoc’h Ilis da gridi
Eus ho perz proposet.

Action a c’hrac.

O ! pebes anaoudeguez
A ouffemp ni da zisquez
Dec’h-hu er myster-se ;
O veza chomet enna
Guenomp ebars er bed-mâ
Da vezur hon ene !
Ra viot ato meulet,
Ma Redamtor benniguet,
Evit ho trugarez
En andret ar bec’herien,
Pa fel d’hoc’h chom d’ho souten

En ho sempladorez.

Actou a gontrition hac a admiration.

Pa sonjan en ho faveuriou
Hac em ingrateriou,
O va muia caret !
Oun leun a gonfusion
Gant queuz a contrition
D’ho peza offanset.
O ! peguer carantezus
Ha peguer mad, va Jesus,
Oc’h-hu em andret-me !
Ha me peguen outrajus
Ha peguer malicius
Ouzoc’h-hu, va Doue!

Act a humilite.

r guel eus va fec’hejou
A dleffe, ô va Autrou,
Ma fellat diouzoc’h ;
Mæs pa’z ê ho madelez
Trec’h d’am oll fallagriez,
Ec’h esperan enoc’h.

Actou a esperanç hac a c’houlen.

Pa fel d’hoc’h dont davidon
Ha memes disquen enon,
Hac ez aën davidoc’h,
E teuen gant cals a zoujaç
A c’hoaz gant mui a fizianç
Da zinessât ouzoc’h.
Esperanç am eus ivez,
E roiô d’in ho trugarez