Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/165

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
145
Exerciçou evit ar Gommunion.

Ar graçou necesser
Evit gallout dignamant
Ho receo er sacramant :
M’her goulen, va Salver.

Actou a intantion vad.

N’em eus quen intantion
O vont d’ar gommunion,
Nemet d’hoc’h enori,
Ha da renta d’hoc’h graçou
Eus hoc’h oll donæsonou,
Ma rot d’in mui ous vui.
Ha ma c’heffaçot ive
Va oll infidelite
Ha va oll bec’hejou,
Hac evit, oc’h ho receo,
Caout memor eus ho maro
Hac eus ho tourmanchou.

Actou a garantez.

O va Jesus adorabl,
Em andret quer favorabl,
Anaout a ran erfad
N’em eus biscoaz ho caret
Gant ur garantez parfet,
Hac oun bet un ingrad.
Mæs brema e tastuman
Hac enem represantan
Ho craçou em speret :
Hac oc’h ho c’honsideri,
E teu d’en em digueri
Va c’halon d’ho caret.
Ia, gant sincerite
Hac ur guir humilite
M’en lavar, va Doue :
En quement ha ma allan,
Eus va oll nerz ho caran
Hac a greis va ene.

Peden d’ar Verc’hes.

Guerc’hes glorius Vari,
Me ho ped hac ho supli,
Pa fell deoc’h, va Itron,
E ve ho Map benniguet
Gueneomp erfad recevet,
Disposit va c’halon.

Da sant Ian-Vadezour.

Autrou sant lan pre-cursor
Da Jesus hon Redamtor,
Ma sicourit ive ;
P’hoc’h eus an hent preparet
Ma vise diguemeret,
Preparit va ene.

Da sant Joseph, etc., d’hon Æl-mad ha d’an Ælez all.

Joseph, Joachim hac Anna,
Ælez a so oc’h assista
Dirac ar sacramant,
Ha c’houi, va Æl-gardien,
Grit d’in hor mestr souveren
Receo devotamant.

Act. a offranç da Jesus.

Chetu va c’halon aman,
D’hoc’h va Jesus, he offran
Ma he furifiot:
Lamit an droug anezi,
Ha neuse liquit en hi
Quement a so deffot.

Actou a zesir hac a gonfi.

Pa c’hoantaït dont em peultrin,
Ha me, siouaz! quen indin,