Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/17

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
xjii
Prefaç hac Avertissmant.


EXPLICATION
Eus an Epactou, pe ar voyen da c’hout pe devez loar a so d’an deiz ma falvezo deoc’h gouzout.

AN Epactou, da laveret eo, an neveziou-loar pere eo en drede renq eus ar galandrier ar goueliou mobil a so amâ diaraoc, ne d’int quen tra nemet an unecvet devez en de veus ar bloas commun eus an heol muguet ar bloas commun eus al loar : rac ar bloas commun eus an heol en deveus tri c’hant pemp ha tri-ugent devez, evel a so lavaret varlerc’h ; hac ar bloas commun eus al loar, n’en deveus nemet tri c’hant pevar hac anter cant devez, ha quementse so caus ma c’herru bep bloas an neveziou loar unec devez quent eguet er bloas diaraoc. Hoguen an epactou a vez avancet nac augmantet oc’h ajouti ato ar memes niver eus a unec var ar c’henta, pe var an epactou eus ar bloas presant ; ha mar deu an augmentation-se da ober an tuont da dregont devez, e renquet lamet emeas an tregont devez-se pere a ra ul loariat, hac niver a vezo manet an tuont d’an tregont devez-se, vezo an epactou. Ret eo remercout couscoude penaos var an epactou a naontec e renquer ajouti daouzec ha non pas ebquen unec, evit goude beza laquet tregont emeas, ma vezo an epactou eus ar bloas varlerc’h unan.

Evit gouzout eta pet devez loar a so d’an deiz ma fell deoc’h gouzout, guelit diouz calandrier ar goueliou mobil a so ama diaraoc, pebez niver a so evit an epactou vis-a-vis d’ar bloas ma emaoc’h ennâ, ajoutit gant an niverse eus an epactou an niver eus ar misiou a so adaleq mis meurz betec ar mis ma emaoc’h ennâ, o conta ive mis meurz hac an hini ma emaoch ennâ gant ar mision all pere a alle beza entrezo ; ajoutit c’hoas gant an daou niverse eus an epactou hac eus ar misiou, an nombr deiziou pere so tremenet eus ar mis ma emaoc’h ennâ betec an deiz ma fell deoc’h gouzout pe zeiz euz al loar a ve neuse, o conta ive ar memes deiz se gant an deiziou oll pere a vezo tremenet eus ar mis-se, an tri nombr-se assambles, da lavaret eo, en nombr eus an epactou, eus ar misiou adalec mis Meurz, hac eus an deiziou tremenet eus ar mis ma falvezo deoc’h gouzout pe zeiz eus al loar a vezo an nombr-se, a lavaran, veza a raï an nombr deiziou eus al loar a falvezo deoc’h da ouzout, ia gant