O va Æl mad, me ho supli, |
Peden d’an Æl-mad. |
O sant (N.) va faëron quer, |
Peden d’hor paëron pe d’hor maërones eûrus, oc’h he henvel en plaç an (N) mâ. |
Me ho ped sænt ha sænteset, |
Peden d’an oll sænt ha d’an oll Ælez. |
Un desir bras d’en em unissa gant hor Salver dre ar gommunion, ha quercouls evit communia spirituellamant. Var an ear gallec : Des enfarinés, ou Pense, mortel, à t’y résoudre.
DEut, va Doue, leun a vadelez,
Deut ha na tardit quet re hir
Da satisfia d’am desir
Dre an douçder eus ho carantez.
Dec’h hu epquen, va Jesus, oun,
Bezit ar mestr eus va c’haloun.
An eûrusdet eveus ho presanç
A ra va laouenidiguez ;
N’em eus nemet tristidiguez,
Pa souffran pell-amser hoc’h absanç. Dec’h-bu, etc.
Petrabennac a ouffen da ober
Evit clasq aesa va speret,
Diez en em gafo bepret,
Ma na vezit guenen, va Salver. Dec’h-hu, etc.
Ar bed gant guement a bresanto
A vad, a blijadur, a c’hloar,
Allas ! va Jesus, c’houi er goar,