Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/172

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
152
Exerciçou evit ar Gommunion.

James heb d’hoch-hu n’em c’hontanto. Dec’h-hu, etc.
Ia nôz, deiz hep-d’occ’h, va Doue,
N’em eus nemet poan ha chagrin ;
Quement so tout a zisplij d’in,
Ma oa repos enoc’h va ene. Dec’hu, etc.
Ar vuez oc’h hac an hent guirion.
A gundu d’ar guir eûrusdet,
Rac se’ta hep d’hoc’h p’en andret
E caffen ma consolation ? Dec’hu-hu [sic],etc.
Na dardit quet eta davantaij
Da zont dre ar gommunion
Da rejouissa va c’halon,
Ha distroit prest ouzin ho pisaij. Dec’h-hu, etc.
Hastit, va Jesus, va barados,
Hastit affô dont em ene ;
Deut, ma ho carin mui a-se,
Deut, ha n’am lesit mui d’ho cortos.
Dec’h-hu epquen, va Jesus, oun,
Bezit ar mestr eus va c’haloun. Amen.


CANTIC EVIT EN EM EXCITA DA GARET

Jesus en poent ar gommunion ha da bep poent. Var an ear gallec : O Dieu, que douce est la pensée.

JEsus, he-mâ eo ar guer charmant !
Ha draou so enna comprenet !
Leun eo eus ar gontantamant
A so quz tud ar bed cuzet.
Jesus eo va laouenidiguez
Ha na zesiran nemerta ;
Va c’halon en peb tristidiguez,
A guel he flijadur ennna.
Penaus, va Jesus, e ve

possibl
E ve nep calon ouzoc’h ien ?
Ah ! mar deus nicun quen insansibl ?
Va hini-me ne vêt biquen.
Pa vez ur c’halon deoc’h, va Jesus,
Hi a so a zouçder carguet !
Hac hen so hini quer maleürus
A ell beva hep ho caret ?
Perac n’am eus-me an avantaij