Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/173

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
153
Exerciçou evit ar Gommunion.


Da derc’hel-mat hо carantez !
Allas ! va c’halon so quer volaij,
Ma ho car a-boan un dervez.
Va Jesus, na bermetit pelloc'h
Е venn ingrad en hoc’h andret ;
Grit ma vezin d'ho craç fideloc’h ,
Na vanquin jamæs d’o caret.
Caromp Jesus ; en hor c’har ivez
Quement, ma’z ê deomp en em roet
Er sacramant en fin e vuez
Evit servijout deomp da voet.
Rac-se, va Jesus, ho recevin
Er sacramant eus an auter,
Evit dre’r voyen-se ma cresquin

Er garantez en ho quenver.
М’hо саr‚ va Jesus, hac ho caro;
Ha dre ho carantez bepret
Е fell d’in souffr betec ar maro
Веza evidoc’h goall dretet.
Deut, va Jesus , deut em c’halon,
Evit m’ho carin mui-ouz-vui,
На na zilessot quet ac’hanon
Da zont biquen d’hoc’h оffansi.
Guerc’hes Vari, va Æl gardien,
Oll-Sænt hac oll-Ælez eûrus,
Grit ma recevin hep ienien
Нас ер neglijanç va Jesus.
Amen.


AVIS GOUDE AR GOMMUNION.

EBars ar vuez spirituel oll rnte deus netra martese a guer hras gonsecanç evel ma’z ê gousout implija erfat an amser incontinant varlerc’h ar gommunion, evit tenna anezi ar frouez hac a[r] profit p’evit hini eo bet instituet gant hor Salver ; o caout ur sourci bras d’en em entreteni neuse ganta, ha da zerc’hell compagnunez deza en hon interieur : rac d’he lesel he-unan