Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/175

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
155
Exerciçou evit ar Gommunion.

CANTIC VAR A[N] [1] ACTOU

Pere a ve profitabl da ober goude ar gommumion. Var en ear gallec : Colin, d’où vient tout ce grand bruit ?


ME gred ferm, o va Doue,
Ema enon ho majeste ;
Ia, va Salver, c’houi hoc’h-unan,
Ho corf, ho coad hac hoc’h ene
A so lojet em c’halon brema[n] [2]
C’houi, va Jesus, Den ha Doue. b.

Act a feiz.

C’houi pehini so bet douguet
En corf ar Verc’hes benniguet
Hac a so bet maro en ur groas ;
C’houi pehini da ben tti dez
Hoc’h-unan caër a ressuscitas
Hac a bignas en eê ivez. bis.

Var mysteriou hor Salver.

Ia m’her c’hred evit certen;
Va Doue, crisquit va c’hreden,
Ma cresco ive va c’harantez,
Hac en hoc’h endret ma ellin
Caout muioc’h-vui an anaoudeguez
Eus ar faver hoc’h eus grêt d’in. b.

Act a anaoudeguez-vad.

Penaus biquen ec’h ouffen-me
Trugarecaat ho majeste
Eus ho madelez vras em andret,
Pa zeut eleac’h ma funissa
Evel ma em eus hen meritet,
Dre ho pisit d’am cherissa. bis.

Evit trugarecaat Doue.

Ne deus tousek nac amprevan
Quer vil a ma’z oun va-unan ;
Rac ar re-se n’ellont quet pec’hi,
Ha me siouaz ! a so carguet
A bec’hejou hac a lousdoni,
Ha c’hoaz ez oc’h enon lojet. bis.

Act a humilite.

O Guerc’hes sacr mam va Jesus
Oll sænt hac oll ælez eûrus,

Peden d’ar Ver c’hes ha d’ar sænt.

  1. Moullet : ar.
  2. Moullet : -mam.