Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/180

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
160
Exerciçou evit ar Gommunion.


C’houi d’am sicour a c’houlennin ;
C’houi eo va nerz em infirmite ;
Нас eus va olladversourien
Е trec’hin an importunite,
О va Jesus, dre ho moyen.
О va Jesus, me [a] [1] gred enoc’h ;
Me esper enoc’h, va Jezus ;

Me ho car hac ho caro pelloc’h,
Gant hoc’h asistanç vertuzus ;
Ra vezo consumet va c’halon
Dre garanrez en hoc’h andret ,
Na zeuin, va Jesus, en nep fæçon
Da zisplijout deoc’h mui nepret. Amen.


CANTIC EVIT EN EM ANTRETENI

Gant hor Salver goude ar gommunion, hac evit discouez hon anaoudeguez vad en he andret da veza en em leset gueneomp er sacramant adorabl eus an Ацter. Var ton Guers ar Samaritanen.

GOude beza communiet,
Me am bez contantamant
Oc’h en em veler unisset
Gant Jesus er sacramant,
Me hen ador har her c’hontempl
Me ofr va c’halon dezan,
Evit ober eguis un templ
Нас ur palæs anezan.
Chalmet gant an donediguez
Eus va Redamtor divin,
Е teu peb laouenidiguez
D’am lamet a bep chagrin;
Нас е lavaran, va Doue,
Va c’hrouer ha va buez,
Me so deoc’h a greis va ene,

Ha c’houi so d’in-me ivez.
Meulet ra viot, va Salver
Da veza instituet
Ar sacramant eus an auter,
Evit chom gueneomp Ьеpret,
Hac evit mezur hon ene
Gant ho corf ha gant ho coad ;
Ra viot un eternite
Meulet ha trugarequeat.
Me ho supli, roït ho craçou
D’ar re n’oc’h enevont quet,
D’hoc’h anaout en taber[na]clou,

  1. Moullet : ha.