Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/181

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
161
Exerciçou evit ar Gommunion.

Evit ma teuint d’ho caret ;
Eguis un ermit en ur c’hoat,
Ouc’h eno en em guzet :
Hac eguis un oan egarad,
Ouc’h gueneomp en em leset.
O va Jesus ! en guirionez
C’houi a so ur pastor mad,
Ur pastor leun a garantez
Ouz ho tenved quen ingrad ;
Ni so bugale dinatur,
C’houi un tad leun a druez,
Hac a laca ho plijadur
Da veza en hon touez.
Evellen e teu d’hor guervell,
Er sacramant-se cuzet
C’houi pere aso en trevell
Ha dindan ho peac’h squizet,
Deut oll, deut oll davedon-me :
Deut oll d’ar gommunion
Ha me roï soulaj d’hoc’h ene
Ha guir gonsolation.
Guir eo pa’z an devotamant
D’ho caout er gommunion‚
Em bez cals a soulajamant
En peb seurt affliction,
Neuse vez æset va speret
Hic e teu ho carantez
D’am lacat ive d’ho caret

Ha da heul ho polontez.
Rас se m’en em rejouisso,
Р’em eus quement a sujet,
О caout an enor d’o receo
Va Redamtor benniguet,
Memes diabarz va feultrin,
Ha non pas epquen em zi,
Evit ma beza quen indin,
Е rac’h din ur seurt confi.
Na bermetit quet‚ va Jesus,
Pa’z in ouzoc’h da dostaat,
E ven jamæs quer maleürus
D’ho receo en ur goall stad ;
Rac nep en deus an assuranç
D’ho receo indignamant,
А receo memes he setanç,
Нас а zebr he jujamant.
Р’en em bresantin d’ho panquet,
Evel ma’z on quer fragil,
Grit ma cacin diouz va speret
Peb sonjeson inutil ;
Rac d’ar poent ma ho recevomp
Eo ret e vemp egaret,
Ma na d’eo enoc’h e sonjomp
Ha ma na zeuomp d’ho caret.