Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/182

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
162
Exerciçou evit ar Gommunion.


O va Salver! ni so eûrus
Ho caout-bu d’hon alvocad !
Hac ho couliou predus
A brocur bepret hor mad :
Emaoc’h bepret var an auter
Offret gant ar veleien,
O calmi ho Tad eternel
En andret ar bec’herien.
O Guerc’hes glorius Vari,
Templ an Dreindet adorabl,
Ho[r] [1] sicourit da enori
Un myster quen admirabl,

Trugar[e]caït [2] ho map Jesus
Da veza ennin choumet
Gant ur desir carantezus
D’en em rei deomp da vouet.
Obtenit deomp, Itron santel,
Ar c’hraç da dostat outa
Gant un devotion fidel,
Endra vezimp er bed-ma,
Evit, oc’h zisquemeret
Alies ha dignamant,
Ma’z aïmp d’an evou d’he velet
Gueneoc’h eternellamant.
Amen.


CANTIC VAR AN ACTOU

En ur fæçon communoc’h goude ar gommunion. Var an ton ordinal, pe var an ear gallec : Je me prosterne, mon Seigneur.

Act a feiz.

ME a gred ferm, va mestr divin,
Ema disquennet em peultrin
Brema [gant ho] [3] tivinite,
Ho corf, ho coad hac hoc’h ene.

Act a adoration.

Rac-se dirazoc’h prosternet
Em interior gant respet,
Me hoc’h ador, o va Salver !
Eguis va Doue ha va C’hrouer.

Act a humilite.

Allas ! biscoaz ne veritis
Em c’honsiderasac’h en nepguis ;
Penaus hoc’h eus-hu’ta prijet
Va bisita, roue ar bed !

Action a c’hraç.

Penaus [biquen] [4] e allen-me
Trugarecât ho majeste ?
Ne d’oun nemet sempladurez,

  1. Moullet : hoc.
  2. Moullet : -raca-.
  3. Moullet : ho gant.
  4. Moullet : hi quen.