Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/185

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
165
Exerciçou evit ar Gommunion.


Va recommandit d’am Jesus.
Meulit evidon da viquen
Jesus hon Autrou souveren ;
Мeulet ra viot, va Salver,
Er sacramant eus an Auter. Amen.

 


AN DEVOTION
d’ar Verc’hes Vari, Mam da Zoue.

Cantic evit discouez penaus ar guir devotion d’ar Verc’hes a so unan eus ar moyennou assur da veza salvet. Var ton guers ar Samaritanen, pe, goude beza communiet.

AR voyen d’en em assuri
Eveus hor silvidiguez,
Eo beza d’ar Verc’hes Vari
Devot epad hor buez :
Certen eo hervez ar scritur,
Diouz ma entent an tadou
An experianç hen assur,
Ar ræson ivez her prou.
Etre cals а desteniou
A velomp er scritur sacr,
E roan deoc’h unan pe ziou,
Considerit-hi erfat ;
D’ar Verc’hes ez int appliquet
Gantan Ilis er goueliou
A vez dezi solenniset
Evel pa vent he c’homsou.

 

Nep, emezi, am c’hafo-me,
A gafo sur ar vuez,
Ha digant an Autrou Doue
A denno silvidiguez ;
Hа piou-bennac am enoro
Gant devotion fidel,
Hep douetanç en em assuro

Qui me invenerit, inveniet vitam, et hauriet salutem à Domino. Prov. 855 [1].

Qui elucidant me, vitam æternam habebunt.

  1. Evel-hen en meur a embannadur. Da reizhañ da 8, 35.