167
An devotion d’ar Verc’hes.
Rac gant he Map eo enoret ;
Chenjet eo e garantez
He entraillou, p’ho deus douguet
Carantez Doue ivez.
A ur perz ar Verc’hes Vari
A so leun a vadelez,
Hac he deus c’hoant da brocuri
D’an oll ho silvidiguez ;
Hor mam gommun eo (gant enor
Galvet mam a drugarez)
P’en deus roet deomp ur Redamtor
Pehini ê hor buez.
Hi eo an intercessoures
Evidomp dirac Doue :
Hi ê hon guir alvocades,
Hac hor c’har muioc’h a-se :
Dreist peb tra mar he servijomp
Gant ur guir devotion,
Certen en deveus evidomp
Tenerroc’h affection.
|
Matrem, aut dubitare quis potest omninò in affectum caritatis transîsse Mariæ viscera, in quibus ipsa quæ ex Deo est caritas, novem mensibus corporaliter requievit. S. Bern. Serm. I. de Assumpt.
|
Chetu aman an desteni
A ro deomp a guement-se ;
Evidon-me sur, emezi,
Nep am c’har, m’ho c’bar ive :
Mæs piou a ouffe lavaret
Peguement a garantez
En deveus hi en ho andret,
Na peguer bras madelez ?
Eus a ur perz all ec’h illit
Cridi ez ê bras meurbet
Hac he gallout hac he c’hredit,
P’ê gant Doue quer caret ;
Hi pehini so bet choaset
Dreist an oll grouadurien,
Gant an eil ferson ar Dreindet,
En hi d’en em ober den.
|
Ego diligentes me diligo. Prov. 8.
|