peb chifr. Er pedervet renq e velit ar chifrou eus ar Septuagesim ; er bempet ar chifroa eus a demerc’her al Ludu, hac er c’huec’hvet ar chifrou eus a Basq, evit ma vouelot dious pep chifr pe da vis ha pe da zeiz eus ar mis ec’h erruo an amseriou santel-mâ er bloas a so vis-a-vis da peb chifr ive.
Er bagen all eus an daolen guentâ-mâ pehini so an tu deou deoc’h, e velit ive chifrou ar bloaziou er guenta renq, chifrou an Assantion pe ar Iaou-Basq en eil renq ; chifrou ar Pantecost en trede renq ; chifrou gouel ar sacramant er pedervet renq ; ha chifrou ar sul quenta an Azvent en diveza renq : evit ma vouelot ive diouz peb-unan eus ar c’hifrou-se pe da vis ha pe da zeiz eus ar mis ec’h erruo peb-hini eus ar solenniteou-mâ er bloas a so enno vis-à-vis.
En eil daolen eo calandrier ar misiou, evit an daouzec mis eus ar bloaz. En peb mis e velit da guenta-tout araoc peb devez unan eus ar seiz lizeren-mâ , A, B , C, D, E , F, G, evit ma vouelot pehini anezo eo lizeren ar Sul ar bloas ma viot ennâ, ha ma tifarantot diouz al liseren-se an deïziou all eus ar sizun er memes bloas. En costez peb unan eus al lizerennou-mâ e velit ur chifr, pehini a represant an deiz eus ar mis : ha goude ar chifr-se e velit al liseren s, pehini a siguifi sant, peautrament ar peder lizeren-mâ, stes , pere a sinifi santes ; ha varlerc’h al lizerennou-mâ e velit hano ar sant pe ar santes eus a behini e reer ar gouel en deiz-se ; aviziou memes e velit hano daou pe dri sant pe santes d’ar memes deiz, rac bemdez ec’h erru gouel cals a sænt.
Ar sænt a so er Brevier Roraaen a so lequeet en heuriou-mâ ive preferablamant d’ar sænt all, dre ma reer an ofiç anezo en pep leac’h casimant. Hoguen ofiç ar sent a so peautramant doubl, peautramant hanter doubl, peautramant simpl. Doubl eo, pa vez doublet pe lavaret di-veic’h het-a-hed an Antifonennou quent ha goude ar Salmou hac ar C’hanticou, hep e vez gret neuse ar gommemoræsonou pe ar memoriou commun a so dirac Complidou ar Sul. Hanter doubl eo an ofiç, pa na vez grêt nemet commanç an Antifonennou araoc pep Salm pe ar Gantic, ha na vezont lavaret entieramant nemet en fin ar Salm : hac e vez grêt neuse ar gommemoræsonou pe ar memoriou commun en fin Gousperou, ha toude memes a reer en ofiç simpl. Er fæçon-mâ a vez grêt ive offiç ar suliou ordinal epad ar bloas, pehini ne de nemet hanter