Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/191

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
171
An devotion d’ar Verc’hes.


Нас hе salutot a galon,
О c’houlen he frotection
Ma plijo ganti en deiz se
Miret na offanset Doue.
Pa gleffot cloc’h an Апgelus,
Na vezit jamæs diegus
Da lavaret teir gueich Ave ;
Ha pa n’er с’hlеffaс’h quet ive‚
Е tleit en em accustumi
Teir gueich en deiz d’he saludi.
Saludit-hi c’hoas davantaij
Pa son an heur en horolaij,
О pidi neuse ar Verc’hes
Da veza hoc’h Alvocades
Dirac Doue m’ho sicouro,
Pa viot en heur ar maro.
Erfin pa vezo deut an noz,

Goude ho coan abars repos
Livirit he litaniou,
Ma chasseo pell an diaoulou,
Ha ma roï deoc’h digant he Map
Ar c’hraç da gaout ur maro mad.
Oc’h exerci a vir galon
Erguis-ma ho tevotion
En andret ar Verc’hes Vari,
Gant he teuot [e] [1] da berseveri,
Ho pezo leac’h da esperout
An effejou eus he gallout.
(*) Dreizi e viot assuret
Da erruout en eûrusdet,
Hervez ar santimant commun
P’eus a hini ne zouet nicun,
Penaus biquen da goll ne d’aï
Nep a so devot da Vari.

(*) Cliens Mariæ nullus æternùm peribit.


CANTIC VAR AR RESOLUTION

Da veza devot d’ar Ver’hes oc’h he servija hac oc’h he c’haret bete’r maro : ha var ar Memorare, pehini a vez canet en couenchou al leaneset en enor dezi peb sadorn. Var ton guers ar Gananeen, pe var un ton nevez.

GRêt am eus ar resolution
Da veza devot d’ar Verc’hes ;
Hou-ma vezo va devotion ;
Ha dezi ne vanquin jamæs ;

Ar Memorare pehini so en fin ar c’hantic-ma a so un oræson miraculus.

  1. Moullet : he.