Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/193

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
173
An devotion d’ar Verc’hes.


Nan, ne deut jamæs da zilesel
Nep en em laca gant fizianç
Dindan ho protection santel,
Hac a c’houlen hoc’h assistanç
Er memes fizianç e teuan ivez,
O Guerc’hes, mam a[r] guerc’heset,
D’en em adressi d’ho madelez
Ha da gaout recours d’hoc’h bepret.
Oc’h huanada en ho pres«anç,
Evel ur pec’her bras ma’z oun,
(Evel pec’heres bras ma’z oun,)
En em bresantan gant reveranç
Da c’houlen dreizoc’h ar pardon :
Pa’z oc’h ar vam eus ar [go]ms [1] divin
Na zisprijit quet va c’homsou ;
Mæs o clevet favorabl ouzin,
Ma exaucit em izomou. Evellen bezet grêt.

gia, esse derelictum. Ego tali animatus confidentiâ, ad te Virgo, virginum Mater, curro ; ad te venio, coram te gemens peccator assisto. Noli, Mater Verbi, verba mea despicere ; sed audi propitia et exaudi.

Amen.


CANTIC VAR UN HOMAIJ

Pe offranç evït en em lacat dindan brotection ar Verc’hes sacr. Var an ton, Me ho salud, Merc[’]h a[n] [2] Tad eternel.

MAr desirit en em offr d’ar Verc’hes
D’he servija ouz he choas da vestres,
E reot dezi en presang he imaij
An offranç-ma, so galvet un homaij.
Pa gommancot en em rei’ta dezi,
Ar pez so mad d’he gouel da nevezi,
E leverrot dirazi humblamant
Ar c’homsou-ma evel pa ve presant.
GUerc’hes Vari, merc’h an Tad eternel,
Mam Jesus-Christ pried a Speret Santel,
Pa’z ê c’houi eo refuij ar bec’herien,
Me ho supli, clevit ous va feden,

  1. Moullet : groms.
  2. Moullet : Merch am.