Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/196

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
176
Ar Rosera d’ar Verc’hes.


anezan. He lavaret a reer evit obteni ur maro mad d’ar re so ivez en ho fassion prest da vont eus a vuez ar bed-ma. Erfin an trede so galvet ar chapelet a c’hloar, abalamour d’ar mysteriou a c’hloar eus a resurrection hor Salver hac ar Verc’hes, pere a vez consideret var bep digenes anezan : hac hen lavarer evit dilivranç an anaon eus ar purcator da vont da jouissa eus a c’hloar ar barados ive.

Daou seurt rosera so : ar c’henta eo an ordinal o recita pe[b] [1] sizun an tri chapelet anezan, hac o vont da gofes ha da gommunia, mar galler, bep sul quenta eus ar mis ha da goueliou eus ar vysteriou ar rosera hac oc’h assista er procession d’ar memes deiziou. An eil a so galvet ar rosera perpetuel, abalamour ma’z eus ur re-bennac perpetuelament ato da bep heur o lavaret ar rosera en enor d’ar Verc’hes, evit he enori var an douar da bep poent hep paoues, evel ma’z eo enoret en eê da bep poent ive gant an ælez bac ar sænt eûrus.

Chetu ama penaus en em lequer en breuriez ar rosera perpetuel. N’oc’h eus nemet lacaat hoc’h hano er plaç guen a velit ama varlerc’h ar guer-ma (me) ; hac er plaçou guen-all pere a velit goude, e lequeot an deiz hac an heur eus ar mis a guerrot da choas, hep en em oblija couscoude na dre vœu na dre bromessa ebet er fæçon-ma.

Me____________ a bropos gant graç Doue va Salver da lavaret, en he vrassa gloar hac en enor d’ar Verc’hes Vari he vam sacr, ur rosera antier bep bloaz d’an ________ devez eus a vis________ vardro________ heur diouz ar mintin (pe diouz an nôz) en quement ha ma illin.

Oræson abarz ar Rosera perpetuel.

GUerc’hes Vari, mam da Zoue, leun a c’hraç hac a drugarez, alvocades ar [b]ec’herien [2]ha consolation ar re affliget, exaucit ar pedennou a offr deoc’h ar vreudeur hac ar c’hoareset eus ar rosera evidon, hac acceptit ar rosera-ma ivez, a fell d’in da lavaret

  1. Moullet : ped.
  2. Moullet : pe-.