Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/197

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
177
Ar Rosera d’ar Verc’hes.

evit obteni ur guir chenjament a vuez d’ar bec’herien, ur maro mad d’ar re a so en ho fassion, hac un delivranç pront d’an anaon eus ar purcator.

Amen. Evelse beset græt.


CANTIC EVIT RECOMMANDI

Breuriez ar rosera, elec’h ma tesquer ar fæçon d’en em acquitta en hi erfat, evit enori ar Verc’hes santel hac he Map. Var ton Guers Santes Barba.

PEc’herien ha pec’hereset,
Mar fell deoc’h sur beza salvet,
En em adressit a galon
D’ar Verc’hes Vari hon itron,
Ur voyen an excellanta
D’he fidi, eo ar rosera,
Pehini so ur vreuriez,
Leun a c’hraç hac a santelez.
Hou-mâ so un devotion
A denn mil benediction
Var nep en em acquit enni
Dre voyen ar Verc’hes Vari.
Gant an ilis eo approuvet,
Ur veich bep bloaz solenniset
D’ar c’henta sul a vis Here,
Oc’h he recommandi dre-se.
Ar pez ne deveus accordet
Da zevotion all ebet,

Nemet epquen d’ar rosera
Evit disquez eo ar gaera.
Rac-se ho deveus ar babet
Ouz ar vreuriez-ma staguet
Abondanç a [b]rivilejou [1],
Ha nombr bras a induljançou.
Cals anezo a c’hounesot
Quellies gueich ma leverrot
En stad a c’hraç ur rosera
Pe a[n] drederen anezâ.
Rac-se mar quirit ho profit,
Er vreuriez en em liquit,
Hac en em acquitit enni
Evit hep pres ha nep sourci.
Lavaret a rer assambles
En meur a di un digenes,
Pe ur chapelet daou-anter
Bemnoz abars ma reposer.
Ur c’hustum a so quer meulabl
Ha da Zoue quen agreabl,

  1. Moullet : pri-.