Cantic var ar fæçon da enori hon Æl-mad ha da vezan devot dezan, epit he angaji da gaout mui a sourci ac’hanomp. Var an ton : Br[eiz][1]-Izel mam ar Sænt.
DOue’n deus ordrenet d’he Ælez hon diouall,
Evit en hon henchou hor miret ouz peb goall ;
Oll int servijerien, o veza digacet
Evit sicour an den da vont d’an eürusdet.
Hon Ælez-gardien, evit obeissa
Da Zoue, gant joa bras a zeu d’hon assista ;
Ha mar hor bez dezo un guir devotion,
Her graïnt certenamant gant mui a affection.
Ouspen an historiou, ar scritur so carguet
Eus ar faveuriou bras ho deus gret da naouspet,
Rac ma’z oant sourcius d’ho enori ato,
Ha da c’houlen sicour en ho izom outo.
Rac-se, m’en assur deoc’h, mar pratiquit erfad
An devotion-ma en andret hoc’h Æl mad,
Ne gollot quet ho poan : gant laouenediguez
E quemerro sourci eus ho silvidiguez.
Selaouit ar fæçon da renta ho tever,
Ha da veza devot dezan en peb amser;
Sonjit enna alies evit he respeti,
Evit he imita hac evit he bidi.
Bep mintin ho pêt sonj, pa zeut da zihuna,
En deus bet ar sourci hed an nôz d’ho peilla,
Evit ho preservi diouz peb goall accidanr,
Ha diouz an attacou a-berz an erouant.
Pa viot o sevel hac oc’h en em visca,
Sonjit e sell ouzoc’h : bezit modest eta.
Pa reot oræson, pedit-en ma offro
Da Zoue ho peden, ha gueneoc'h ma pedo.
- ↑ Moullet : Briel.