Abars mont en nep leac’h, pa sortiit-eus ho ti
Pedit-en ac’hanoc’h da gaout cals a sourci,
Ha goulennit outan gant guir humilite
Cusul ha sclerijen en peb difficulte.
Goulennit he sicour, mar ho pe nep affer
Ouz nicun hac e ve diez da ambreguer,
Evit m’en em lacaï gant Æl-mad an den—se
Da zouçat he humor, m’en em c’hreot guell a se.
Pa son an horolaij, ar Verc’hes saludit,
Hac evellen d’hoc’h Æl en em recommandit :
Æl Doue, ho pet sourci ac’hanon-me brema
Hac en heur ar maro, pa’z inn eus ar bed ma.
Peautramant en latin |
Angele sancte Dei, sit tibi cura meî Nunc et in horâ mortis meæ. Amen. |
Da nôz na vanquit quet oc’h he drugarecât
Da veza rentet deoc’h en deiz-se servij mad :
Pedit-en d’ho tiouall ivez epad an nôz
Diouz pec’het [h]]a peb goall abarz mont da repos.
D’ar fin liquit evez na rac’h en he bresanç
Nep seurt dishonestis ha nep seurt disolanç :
Tec’hit dious ar pec’het, ha n’em bellaït ouspen
Diouz goall compagnunez evel dious ar vocen.
Rac mar hen disprisac’h gant he aliou-mad,
Un test ve en hoc’h enep, eleac’h un alvocad,
Hac e ve mall ganta ec’h errue ho maro ,
Evit beza delivr da vont divar ho tro.
Rac-se grit ar voyen d’he lacat d’ho caret,
Evit ho chom gueneoc’h na enouo nepret,
Hac epad ho puez hac en heur ar maro ,
Ec’h ellit a dra sur cridi ho sicouro. .
Choasit certen amser evit deza disqouez
Mui a zevotion ha mui a garantez :
Bep meurz enorit-en, pe dre an alusen,
Pe dre ar chapelet, pe dre an oferen.
D’an deiz ma oac’h ganet, pa oe roet d’hoc’h neuse,
Ha d’he c’houel celebret an eil dez a Here,
Grit dezan ul lit bras, enor a meuleudi,
O cofes ho pec’het hac o sacramanti.