187
An Devotion d’ar Sænt eürus.
Da c’houlen deomp diganta he c’hraçou
Hac ar pardon eus an oll offançou.
Pelloc’h eta gant guir devotion
|
En em lequeomp dindan protection
Ar sænt eürus hac an ælez santel,
Ma’z aïmp ganto d’ar vuez eternel.
|
CANTIC VAR UN ORÆSON DEVOT,
D’an oll sænt, pehini a ve mad da lavaret alies, ispicial da vouel an oll sænt evit ho enori assambles, particulieramant ar re ma hon eus un devotion particulier dezo ; hac evit ho fidi oll da obteni deomp ar graçou pe veus a re hon eus izom, hac un finvez eürus. Var an ear gallec : Que veux-je en récompense ?
ME ho salud gant respet
Oll sænt hac oll sænteset,
Ha c’houi Ælez eürus,
A so breman o repos
Er c’hloar eus ar barados,
Assambles gant Jesus.
C’houi so brema o velet
An tri ferson an Dreindet
En un Doue hepmuiquen,
Ha gant ar Verc’hes Vari
Ne cessot oc’h he veuli
En eê da virviquen.
Dreist ar re-all, ô Guerc’hes,
Va itron ha va mestres,
C’houi eo a saludan ;
Pa’z oc’h hon alvocades
Ha mam da Zoue memes,
Enoc’h en em fizian.
Ha c’houi, va Æl-Gardien,
|
A so bepret em c’hichen,
Me ho salud goude ;
Digacet oc’h d’am sicour
Ouz Satan hon adversour
Gant providanç Doue.
O sant Joseph, tad maguer
Da Jesus-Christ hor Salver
Ha pried da Vari,
Gant fizianç en ho merit
Quercouls hac en ho credit,
E teuan d’hoc’h enori.
Ouzpen a greis va c’halon
Hoc’h enoran, va faëron
Ha va maërones quer ;
Ha pa zougan hoc’h hano,
M’esper e viot ato
Favorabl em c’hêver.
D’ar fin gant humilite
C’houi a saludan ive,
Patron an escopti,
|