Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/210

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
190
An Devotion evit an Anaon-vad.

C’houi guemer hoc’h esamanchou,
Endra ma omp-ni en tourmanchou.
Penaus ez oc’h-hu quen ingrad
Da lesel ho mam hac ho tad
Queit amser en tân da jeina,
Hep lacat ho poan d’ho zenna,
Ho preudeur omp, ho c’hoareset,
Ho querent hac ho mignonet :
Oll ez omp memprou d’hor Salver,
Grit trugarezus en hor quenver.
Roït evidomp alusennou ,
Iunit ha grit forz pedennou,
Tostaït ouz ar gommunion.
Goude ur guir gonfession.
Livirit goude ho repas,
Ha pa son ar c’hleïer ar glas,
Ha pa dremenit an Ilis,
Ur Pater pe De profundis.
Ne deus moyen quen puissant
D’hon dilivra en un instant,
Evel ma’z eo an oferen,
Offrit-hi d’hor mestr souveren.
Siouas ! hon dilesel a rit;
En han Doue, hor sicourit.

Siouas ! hon dilesel a rit ; en han Doue, hor sicourit.

Peden evit an Anaon-vad da hep poent.

Pie Jesu, Domine, dona eis requiem sempiternam.

Amen.

Plijet gueneoc’h, Autrou Jesus,
Pa’z oc’h meurbet trugarezus,
Dilivra dre ho passion
An anaon-vad eus ho frison ;
Roït dezo en ho parados
Un eternite a repos.
Evellen bezet gret.