195
An Devotion evit an Anaon-vad.
O Mari, mam a druez !
Rentit, ni bo supli,
D’ar re varo ar vuez,
Ma c’hallint ho meuli,
Hac o veza pardonet,
Ma’z aïnt dre ho moyen
Da repos ha da velet
Doue da virviquen. Amen.
|
O Maria ! benedicta, per tua merita, Te rogamus, mortuos suscita, Et dimittens eorum debita, Ad requiem sis eis semita.
Amen.
|
CANTIC VAR AR FINVEZOU DIVEZA
Eus an den, evit distaga hor chalon diouz ar bed-ma. Va’r ton ; Biron, Biron.
SOnjit, den abuset,
Sonjit en eternite,
C’houi pini so sujet
D’ar pec’het, d’ar vanite ;
Sonjit e rencot mervel
Ha quitaït ar bed-ma,
Pa zeuiô Doue d’ho quervel
Abarz nemeur ama.
Neuse gant cals a spont
En rencot apparissa
Da renta piz ho cont
D’ar barner rigourussa ;
Ur setanç a receffot
A vuez pe a varo,
Hac ar stad m’en em gueffot
Da jamæs a bado.
Nemet ur veich epquen
Ar barados ne goller ;
Eus an ifern biquen
En em denna ne aller ;
Hoguen barados collet,
Chetu tout eat da goll,
Ha barados gouneset,
Chetu gounezet oll.
Roet en deveus Doue
|
Ar choas d’hoc’h en assuranç
En eil pe’n eguile
Da ober ho temeuranç ;
En ifern p’e harados
E rencot chom ato
Da zevi pe da repos,
Goude souffr ar maro.
En traou-se ma sonjac’h,
E tillesac’h ar viçou,
Hac en em avissac’h
Da bratica’r vertuziou :
Eveziant vec’h da dec’het
Diouz peb occasion,
Da goueza en ho pec’het
Hac en dentation.
Couscoude oc’h quen dall,
Quen intourd, quen obstinet,
Na deus nemet traou-all
Oc’h occupi ho speret,
Eleac’h sonjal en affer
Eus ho silvidiguez,
Ha c’houi en quer bras danjer
|