Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/217

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
197
Cantic var santimanchou santez Thereza.

CANTIC VAR SANTIMANCHOU

Santez Theresa en quêver ar buez bresant hac an hini da zont, evit elumi en hor c’halon un desir bras da vont da velet Doue, diouz an exempl eus ar santes-ma. Var ton Guers ar Gananeen.

P’Eur, va Doue, vezo dilivret
Va ene diouz ar chadenou
Pere, siouaz, he dalc’h afflijet
Er c’horf-ma gant cals a boaniou ?
P’eur e teuin-me’ta da zilesel
Ur vuez leun a bep anquen
Evit mont d’ar vuez eternel
D’ho quelet-hu da virviquen ?
O buez hir, o buez poanius
Am eus et bed-ma da dremen !
Bannissamant meurbet anquenius,
P’eur e velin-me da dermen ?
P’eur e quelin-me o finissa ?
O beac’h enouus eus va buez !
Allas ne ran nemet languissa
En ur stad quen dîn a druez
Leun [eo] [1] ar bed a valinite,

Carguet eo [a] [2] fallagriez;
Ne deus enna nemet vanite,
Nemet poan ha trisridiguez; , .
Siouas, un danjer perpetuel
So enna da goll an ene,
Hac en ur bresel continuel
E ma un den ebarz ive.
O prison trist eus va c’horf-douar,
A zalc’h va ene chadenet,
Eleac’h ma edoun ato en glac’har,
Ato en aon, ato jeinet ;
P’eur e vezi-de’ta discaret,
Pe zigoret dre ar maro,
Evit ma ellin mont da garet
Ha da velet va Doue d’am bro ?
O va Jesus, leun a vadelez,
Plijet gueneoc’h clevet ouzin,
Oc’h ma zenna d’ho rouantelez,

  1. Diwar embann. all.
  2. Memes tra.