Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/219

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
199
Instruction evit ar Sul hac ar Gouel.


INSTRUCTION
var ar mysteriou

Hac an amseriou santel pere a vez solenniset en Ilis epad ar bloaz, evit disqui d’ar bobl ho zremen gant an intantion, an devotion hac ar profit a c’houlen hor mam santel an Ilis digant he bugale ar gristenien catholic.

Instruction general
Evit peb Sul ha peb Gouel berset epad ar bloas.

PEguement bennac na deus deiz ebet na dleffe ur c’hristen he dremen santelamant, oc’h en em absteni diouz ar pec’het hac oc’h ober œuvrou mad, ez ê couscoude oblijet da santifia gant un devotion particulier certen deiziou, pere en deus Doue reservet evita he-unan, pe e deveus an Ilis gourc’hemennet deomp da solennisa. An deiziou-ma eo ar suliou hac ar goueliou bers.

Ar sul pehini so galvet en latin deiz an Autrou, eo an devez en pehini e commanças Doue da groui ar bed, hac e ressuscitas hon Autrou Jesus-Christ. Cridi a reer ive penaus oe da sul e tisquennas ar Speret Santel var an ebestel d’ar Pantecost. An deiz-ma so solenniset gant ar gristenien en plaç ar sabat, da lavaret eo, ar sadorn, pehini a vese solenniset gant an Israelitet el lesen ancien, abalamour ma oa d’an deiz-se en devoa Doue reposet ha paoueset o groui ar bed universel, oc’h ober pehini en devoa impliet c’huec’h devez, peguement-bennac ma c’halfe he ober oll en ur momet.

Ar sul a so galvet ive un devez a repos, rac ma tleomp neuse paouez ha reposi diouz an occupationou tamporel, evit vaqui d’an occupationou spirituel, pere a apparchant ouz servij Doue. En commançamant