Pa ganer an Asperges, queit ha ma vez ar celebrant o teurel an dour benniguet dreist an dud en ilis abars an Oferen-bret.
Antiphona.
ASperges me, Domine, hyssopo, et mundabor : lavabis me, et super nivem dealbabor. Psalmus.
Miserere meî, Deus, secundùm magnam misericordiam tuam. Gloria Patri, et Filio, et Spiritui Sancto : sicut erat in principio, et nunc et semper, et in sæcula sæculorum, Amen. Asperges me, Domine, etc. |
AUtrou, va Salver, me ho ped d’am arousi gant an hisop (me lavar gant ar vertuz eus ho coad precius), evit ma vezin purifiet diouz va fec’hejou : plijet gueneoc’h ma goalc’hi gant an dour eus ho craç, hac e vezin rentet guennoc’h eguet an erc’h. Va Doue, ho pêt truez ouzin hervez ho trugarez ar vrassa (pa’z oun ive unan eus ar hraasa pec’herien). Gloar d’an Tad, ha d’ar Map, ha d’ar Speret Santel. Ra vezo ar c’hloar-se ar memes brema ha bepret, hac hep fin da james, evel ma’z oa a viscoaz. Evelse bezet grêt. |
Repeti a reot an Asperges bete Miserere meî : va Doue, ho pêt truez ouzin; ha mar ho pe amser, ec’h allac’h lavaret het-a-het ar Miserere meî ive, pehini a gueffot er seiz Salm en fin al levr-ma. Hoguen ne vez quet lavaret ar Gloria Patri dissul ar Bassion . na dissul Bleuniou. Adalec dissul Basq bete dissuï ar Pantecost, eleac’h ar beden diaraoc, e vezo lavaret hou-ma so ama varlerc’h.
VIdi aquam egredientem de templo à latere dextro, alleluia : et omnes |
GUelet em eus un dour pehini a sortie eus an templ, diouz an tu-deou. Doue ra vezo meulet. |