Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/232

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
212
Instruction evit an Azvent.

ser so bet oa oblijet ar gristenien da gommunia da Nedelec couls ha da Basq, hac evelse an Azvent, pehini a iunent ive neuse, a gonsiderent evel ar c’horaïs bian.

Quement-ma oll a zisquez peguer santel eo an amser eus an Azvent, ha peguer sourcius e tleomp beza d’he dremen erfat, pa zepand diouz quement-se ar profit a dleomp da denna eus a c’hinivelez hor Salver. Petra so bet caus n’ho deveus quet profitet ar Iudevien a zonediguez Map Doue var an douar, nemet n’edoant quet preparet mad d’he ziguemeret ? Evelse ive oe guell ganta beza ganet en ur c’hraou emesq al loenet-mud eguet en ho ziez hac en ho mesq, pa na d’oant quet disposet mad d’he receo. Ha rac-se, ma na liquit ho poan d’en em dispos hoc’h-unan epad an Azvent er fæçon-ma hon eus lavaret ama, hoc’h eus leac’h da gaout aon n’ho pezo quet a berz er graçou bras a dle hor Salver da digaç deomp dre voyen he c’hinivelez. Renoncit eta d’ho coall accustumançou, ha pellaït diouz an occasionou a so caus deoc’h da bec’hi. Grit un dro-hennac a binijen hac a vortification var ho corf ; roït liberalamant an alusen, ha liquit mui a amser da bidi Doue, ispicial diouz vintin ha diouz nôz, hep mancout da lavaret an Angelus teir gueich en deiz en enor d’ar myster eus a incarnation hac a c’hinivelez hor Salver, hac o lavaret memes ho chapelet bemdez, evit obteni dre intercession ar Verc’hes Vari ar c’hraç da receo erfad he Map quer. Amen.


INSTRUCTION EVIT AR C’HOTUEROU

Pe ar Pevare-Amser eus an Azvent ha quer-couls evit ar Pevar-Amseriou-all hac an oll Daouzec-Deiziou eus ar bloaz.

EVel ma’z oa en amser ar brofedet ur iun solennel etouez ar Iudevien da bevar-foent eus ar bloaz, he deveus an Ilis-cafet a-propos santifia ive