Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/233

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
213
Instruction evit an Daouzec-Deiziou.


ar pevar-foent pe ar pevar amser eus a bep bloaz galvet an daouzec-deiziou, dre ur iun eus a dri dervez evit teir intaniion : da guenta, evit disquez deomp penaus e tleomp implija peb amser ha peb poent eus hor buez da ober pinijen, e tleomp conservi bepret ar speret a binijen, ha quemeret eus a amser e amser an exerciçou hac an œuvrou a binijen ; d’an eil, evit hor lacât oll da guemeret interest en urzou a vez roet en fin ar iun eus ar pevar amser-se, hervez ar c’hustum ancien, d’ar re pere a ve destinet da veza beleien ha da servija an Ilis ; d’an drede, evit hon oblija dre an abstinanç hac ar iun-ma da ober da Zoue evel ur sacrifiç eus ar froez hac ar madou e deveus produet deomp an douar dre he venediction, evit he drugarecaat anezo, hac evit tenna he venediction var ar re a c’hor-toomp diganta en amser da zont.

Chetu an intantionou a dleomp da gaout o iun an daousec-deiziou pe ar pevar-amseriou eus ar bloaz, oc’h accompagnunecat hor iun gant hor pedennou hac hon alusennou evit ma vezo agreaploc’h da Zoue. Mæs evel ma rencomp beza en stad a c’hraç evit ma ve merit hon œuvrou-mad dirac Doue, e tleomp lacat hor poan da ober ur gonfession-vad dirac ar pevar-amseriou ma, pe da viana da ober un act a vir gontrition, ma n’hon eus quet ar gommodite da gofes. O iun eta an tri deiz-ma eus a binijen, ar merc’her, ar guener hac ar sadorn, e c’houlennimp pardon ouz Doue eus hor pec’hejou, hac er pedimp evit ar re pere a receo an ursiou d’ar memes amser, ma plijo ganta rei dezo ar c’hraç da veza beleien-vad, evit sicour ar bobl d’en em sauvetei : ne deus quet brassoc’h necessite ebars en Ilis, a guement hon oblije mui da bidi Doue evithi, eguet m’az eo evit ma plijo ganta rei beleien vad d’an eneou evit ho c’hundui en hent eus ho silvidiguez ; hac an neglijanç da quement-se a ve caus ma permete Doue ho deffe ar bobl beleien a vouall exempl, evel a erru alies, siouaz !