Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/236

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
216
Instruction evit Nedelec.

O presanti dezâ lod eus ho faourentez,
Hac en oc’h ho receo gant laouenidiguez.
Goude beza rentet ho deveriou dezâ,
E quemersont conje gant respet digantâ,
O tistrei en ho rout en ur veuli Doue
Eus ar c’hraç bet dezo digant he vajeste.
Ha quement ma contas dezo ar bastoret,
O clevet quement-se a oe cals estonet :
Mæs eus an traou-ma oll en gouelet he c’halon
E talc’he memor mad ar Verc’hes hon Itron.
Consideromp ive entresomp christenien
E rencomp exerci hor buez er binijen,
Pa en deus hor Salver evel ma teu er bet,
A guer bras pinijen an exempl disqueset.
N’en deus quet choaset palæsiou rouanez,
Nac ive gueleou bouc varnezo da c’hourvez,
Quent-se ur plaç calet hac ur c’hraouic dister
Gant an anevaled dindan ar gouall amser.
Evelse a rent mezus oll furnez tud ar bed
Pere gant fals madou a so quen abuset,
Pa’z eo ar baourentez hac an affliction,
Ha disprijanç ar bed eo ar madou guirion.
Rac-se mar desiromp e ve deomp appliquet
Eus he c’hinivelez ar c’hraç hac an effet,
Eo ret e tisprijemp an oll superbite
Eus ar bed milliguet gant he brosperite.
M’hoc’h ador, va Jesus, dirasoc’h prosternet
Er c’hraouic a Vethleem evel ar bastoret ;
Choui eo guir Map Doue hac en em c’hrêt guir den
Evit hor sauvetei ; hac her c’hredan certen.
P’az oc’h deut er bed-ma, va Salver, evidon,
M’ho supli dre ho craç da c’henel em c’halon,
O rei d’in em ene ur guir gueuz ha regret
D’ho pesa, siouas d’in ! quellies offancet.
Hac evit d’ho justiç pelloc’h satisfia,
Grit d’in diouz hoc’h exempl en em vortifia ;