Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/237

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
217
Instruction evit Nedelec.

Grit ma quirin pelloc’h ar guir humilite,
Ar souffranç, an dousder hac ar simplicite.
Amen.

avis profitabl.

Evit enori ar c’hinivelez eus hor Salver, ouspen cofes ha communia ervad, e tleomp assista gant un devotion vras en servij divin epad goueliou Nedelec, ispicial nôz ar pelguent, o tiouall diouz ar pec’hejou hac an disolançou a ra cals a dud en nozvez santel-se, ar pez a denn coler Doue var ho c’hein.

Ar ræson p’evit hini e lavar ar veleien teir oferen da Nedelec, eo evit represanti an teir guinivelez a Jesus-Christ, da c’housout eo : da guenta, he c’hinivelez eternel, o veza anjandret a bep eternite gant he Dad ; hac eguis ma’z eo quen teval ar guenta guinivelez-ma evidomp, na velomp berat ha na gomprenomp netra enhi, ez eo represantet deomp dre oferen an hanter-nôz, pehini so ive ur poent teval ; d’an eil, he chinivelez tamporel eus a gof he vam ar Verc’hes Vari, pehini so represantet dre an eil oferen, a vez canet da c’houlou-deiz, abalamour ma commanças neuse an deiz a c’hraç da c’houlaoui er bed-ma ive ; d’an drede, he c’hinivelez spirituel en hon eneou, dre behini en em ro sclear da anaout d’he servijerien fidel pere a vev en he c’hraç hac en he garantez : hac evit quement-se eo represantet ar c’hinivelez diveza-ma dre an drede oferen a vez canet da ziveza en deiz caer. Na vanquit quet da glevet devotamant an teir oferen-ma, mar guillit, en enor d’an teir guinivelez-se eus hor Salver, evit ma plijo ganta guenel en hoc’h ene ive dre he c’hraç.


INSTRUCTION EVIT AR CIRCONCISION,

AN deiz quenta eus ar bloaz e teu an Ilis da solennisa gouel ar Circoncision, da lavaret eo, an deiz ma oe circonciset pe drouc’het un tamic eus