Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/239

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
219
Instruction evit ar Circoncision.

d’an drede, ma raïmp ur propos ferm da observi pelloc’h gourc’hemennou Boue ha re an Ilis, pa en deus hor Salver observet ar gourc’hemen eus ar circoncision da pe hini n’edoa quet sujet.

Chetu eno ar profit a dleomp da denna eus ar gouel bras-ma. Chetu eno an derou-mad a dleomp da c’houlen en deiz santel-ma ouz ar mabic Jesus, ouz he vam ar Verc’hes Vari, ouz he dad maguer sant Joseph, ouz hon Æl-Gardien hac ouz ar Sænt eus a here e tougomp an hano, oc’h ober un beden bennac dezo hirio en intantion-se, ispicial o lavaret devotamant litaniou Jesus en enor d’an hano a Jesus, pehini a oe roet dezan da Guenver en deiz a hirio, hac a dleomp da invoqui ha da brononç pelloc’h gant respet ha non pas dre accustumanç hep respet ebet. Hi-rio e tleomp c’hoas nevezi ar vœuou hac ar bromesseou eus hor badiziant pe veus a hini ar circoncision n’edoa nemet un imaij. Leveromp eta a galon ar c’homsou-ma, pere a fell da sant Ian-Chrisostom a lavarremp alies. Hom. 21 ad Pop.

Renonç a ran d’ar c’hic, d’ar bed
Ha d’an ærouant milliguet,
D’he oll bompou, d’he oll œuvrou,
Evit heul lesen va Autrou. Amen.

Dic continuè : Abrenuntio tibi, Satana, et adhæreo tibi, Christe.


INSTRUCT. EVIT GOUEL AR ROUANEZ.
D’ar c’huec’hvet devez a viz Guenver.

AN deiz-ma so galvet gouel ar Rouanez, abalamour ma teuas enna tri roue eus an oriant da adori ar mabic Jesus er c’hraou a Vethleem, o c’heul ur stereden nevez pehini en em apparissas dezo hac ho c’hunduas betec ar c’hraou-se, eleac’h ma c’hofrsont dezan tri seurt presant, aour, myr hac esanç. Dre an aour hen anaient evit ho roue ; dre ar myr hen anaient evit un den, ha dre an esanç hen enaient evit ho Doue.