ER gouel-ma e teu an Ilis da solennisa ar burification eus ar Verc’hes sacr, hac ar bresanlation eus he map Jesus en templ a Jerusalem, hervez al lezen ancien, pehini a ordrene ma vize douguet d’an templ an henaour eus a bep ti da ben daou uguent dez goude ma vizent ganet, evitho c’honsacri da Zoue hac evit ho frena goude-se. Ordren a rea ive al lesen-se ma ho divize ar groaguez, goude ho guillioud, d’en em absteni da vont d’an templ o veza impur, ha na d’azent da ofr ar sacrifiç a voa ordrenet evit ho furification, nemet da ben daou-uguent dez, mar ho divize ganet ur buguel mal, pe da ben pevar-uguent dez, mar ho divize ganet ur buguel femel.
Jesus-Christ hac he vam ar Verc’hes n’edoant quet oblijet d’an ordrenançou-se pere ne aparchantent nemet ouz ar bec’herien. Map Doue, evel na doa bet concevet gant ar Verc’hes nemet dre operation ar Speret-Santel, n’edoa bet ive ganet ganti nemet en ur fæçon pur ha miraculus, hep offanç ebet d’he guerc’hdet : hac evelse ne devoa quet a izom eus a burification, pa oa purroc’h eguet an Ælez memes. Hoguen falloud a rea dezan disqui d’an dud dre he exempl en em humilia hac oboissa da lesennou Doue hac an Ilis, pa zeue d’en em humilia ha d’en em soumeti he-unan, ha da soumeti he vam sacr ar Verc’hes da lesennou pe da re n’edoant sujet nac an eil nac eguile.
An intantion eta eus ar gouel-ma, hac ar profit a dleomp da denna anezan a gonsist en tri zra : da guenta, o lacat hor poan da observi oll gourc’hemennou Doue ha re an Ilis, gant ur guir intantion da blijout deza, hep clasq digarez fall ebet d’en em dispans anezo : d’an eil, oc’h en em burifia hon-unan, non pas epquen diouz peb pec’het marvel, mæs ouspen diouz ar pe-