c’hejou veniel en quement ha ma e possubl d’eomp dre ar speret a binijen pehini a oblij ar bec’herien criminel da vouela ho fec’hejou, hac an dud santel d’en em santifia mui-ouz-vui ; d’an drede, oc’h en em ofr da Zoue en union d’an offranç a reas hor Salver eus anezan he-unan hac ac’hanomp-oll ganta d’he Dad en templ da C’houevrer en deiz hirio.
Galvet eo ar Chandelour, evel pa lavaret goulaouier, abalamour ma e deveus an Ilis instituet ar procession solennel en pehini e touguer goulaou pe biledou var elum evit represanti ar procession a reas ive an den santel Simeon o touguen ar mabic Jesus etre be zivrec’h en templ ; rac ar piled-se a zougomp er procession, a represant ar buguel Jesus. Dre ar c’hoar eus ar piled eo represantet he gorf sacr ; dre ar vouchen eo represantet he ene, ha dre ar flam he zivinite. Evit solennisa erfad ar gouel-ma’ta e tleomp assista devotamant er servij divin hac er procession, o touguen hor piled er memes aantimant ma tougue Simeon ar buguel divin-se, o tragarecât hor Salver da veza en em offret evidomp en templ d’he Dad, hac oc’h en em excita da un devotion vras en andret ar map hac ar vam epad hor buez, o suplia ho daou da assista var hor maro, hac o conservi hor piled var-ben an heur diveza-se, ma en em servijimp anezan.
AR Septuagesim a so un amser instituet gant hor mam santel an Ilis evit ober deomp en em brepari d’ar binijen eus ar c’horaïs. Commanç a ra d’an drede sul dirac dimerc’her al ludu, hac e galvet dissul ar Septuagesim, evel pa lavaret dissul ar Seiz Sizunvet, abalamour ma deus adalec ar sul-ma bete dissul ar Basssion seiz sizun, durant pere e tleomp en em burifia dre ur vuez a binijen diouz hor pec’he-