Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/245

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
225
Instruction evit ar Septuagesim.

nite ; eleac’h er c’hontrol ma ho devezo an dud a zoujanç Doue evit ho finijen hac ho devotion ar recompanç eus ar joa eternel er barados, pehini joa so represantet deomp dre an amser joaus ha rejouissant eus ar Pasq, a ve solenniset varlerc’h an amser drist-ma eus ar binijen.


INSTRUCTION PROFITABL.
Evit demerc’her al ludu, an deiz guenta eus ar Choraïs.

AR ceremoni eus al ludu, pe dre hini e commanç an lIis ar c’horaïs, a ro deomp un instruction quer caer ha quer touchant, na dleomp quet mancout oa ober reflezion outi erfad. Gueichall en em servije an Ilis eus ar ceremoni-ma evit lacat en pinijen ar bec’herien pere a espere da reconcilia ouz Doue en fin ar c’horaïs. Brema en em servij anesi en andret an oll gristenien fidel, quen pec’herien, quen re just, pere en em bresant da receo al ludu. Recita a ra da guenta ar Seiz Salm a binijen assambles gant certen pedennou, evit goulen ouz Doue ur guir regret d’he veza offanset hac ar remission eus hor pec’hejou. Ha goude beza benniguet al ludu, pehini eo ar represantation eus an humiliation hac eus ar binijen, e laca deomp anezan var hor pen, o lavaret da bep-unan ac’hanomp : Ho pêt memor, va den, ez oc’h poultr ha ludu, hac e tistroot en poultr hac en ludu. Memento, homo, quia pulvis es, etc.

Lacat a reot ho poan eta d’en em gaout er ceremoni hac er venediction eus al ludu het-a-het. Recita a reot devotamant var ho taoulin ar Seiz Salm a binijen pere so en latin hac en brezonnec en fin al levr-ma, oc’h unissa ho pedennou gant ar re a ra an Ilis evidoc’h, e c’houlennot ouz Doue ar c’hraç da ober pinijen ha da cheinj a vuez, ha da dremen erfad ar c’horaïs. Endra vior o venniguen al ludut, e c’hou-