Fac me plagis vulnerari, Cruce hâc inebriari Ob amorem Filii.
Inflammatus et accensus, Per te, Virgo, sim defensus In die judicii.
Fac me cruce custodiri, Morte Christi præmuniri, Confoveri gratiâ.
Quandò corpus morietur, fac ut animæ donetur Paradisi gloria. Amen.
AN deiz-ma so galvet gouel an Annonciation eus ar Verc’hes, abalamour ma oe da [guenver an] [1] deiz hirio ec’h annonças an æl Gabriel d’ar Verc’hes Vari penaus a oa choaset gant Doue da veza mam d’he vap unic. He-ma’ta eo ive gouel an incarnation pe ar gonception eus ar Vap Doue, abalamour m’az eo da [guenver an] deiz [2] -ma en deveus Map Doue, an eil ferson eus an Dreindet, quemeret natur humen, da lavaret eo, ur c’borf hac un ene en cof ar Verc’hes Vari, ha dre ar voyen-se, an hini pehini n’edoa nemet Doue a bep eternite, a gommanças da veza den ivez en amser, hep paoues da veza Doue na mui na meas.
Quement-se a c’hoarvezas er fæçon-ma : an arc’hel Gabriel o veza saludet ar Verc’hes pa edo he-unan en he c’hambric en oræson, o lavaret dezi ar c’hom-sou-ma : Me ho salud, Mari, leun oc’h a chraç ; an Autrou Doue so gueneoc’h : he assuras penaus e tlie ar Verb eternel, map Doue, en em ober den enni dre operation ar Speret Santel ; hac evel ma roas dezi da entent ne divize offanç ebet en he goerc’hdet evit quement-se, e roas hi be c’honsantamant en ur lavaret : Chetu ama servijerez an Autrou Doue, beset grêt em andret, evel ma annoncit d’in. Er memes instant ar Speret Santel a furmas eus ar pura