Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/253

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
233
Instruction evit an Annonciation.

privilej ha permission an arc’hescop ac’hano er bloaz 1635 [1].

Erfin e tleomp hirio conceo ur santimant an humpla eus ac’hanomp hon unan, ha consideri ne deomp nemet poultr ha ludu dirac Doue, o tiouall ervad n’en em estimimp mui evit den, hac evir quement-se goulen ouz Map Doue en deiz santel-ma en pehini eo bet en em lequeat quen isel ha quen dister, ar c’hraç d’en em anaout ha d’en em humilia dre intercession he vam ar Verc’hes sacr, evit obteni er fin ar recompans eternel prometet ganta d’ar re a vezo humbl a galon. Evellen bezet grêt.


INSTRUCTION EVIT AMSER AR BASSION.

Pehini a bad adalec ar sadom da bardaëz dirac dissul ar Bassion betec ar sadorn da bardaëz dirac dissul Phasq.

AN oll amser eus ar c’horaïs a so consacret da bassion hor Salver, hac e teu an Ilis d’hon angaji da enori ar bassion galet-ma dre ar iuniou, ar binijen hac ar retret, oc’h en em retira diouz ar bed. Mæs an di[ou] [2] sizun diveza eus ar c’horaïs a so destinet mui c’hoaz en particulier evit ar sujet-se ; ha peguement-bennac na ve ar guenta eus an diou sizun-ma pehini eo sizun ar bassion, nemet evel ur breparation evit an eil, pehini eo sizun ar binijen, ha ma presant deomp an Ilis er guenta sizun considevationou hac instructionou-all, ne baoues ato couscoude o tistrei da broposi deomp ar bassion eus hor Salver, hac e deus bep tro un dra bennac evit ar sujet-se en peb quevren eus he ofiç divin.

Beza e tleomp er poent-se’ta heul intantion an Ilis, o commannç ar sizun quenta-ma eus a amser ar bassion d’en em applica davantaij var ar mysteriou anezi ; chetu petra ra d’an ilis goloi he imajou en amser santel-ma, evit douguen caoun da varo ha passion Jesus-Christ he fried divin, oc’h hon avertissa dre gue-

  1. Instruction familiere pour bien entendre la sainte messe..., Paris : Pierre Targa, hep deiziad.
  2. Moullet : diouz.