Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/256

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
236
Instruction evit amser ar Bassion.

Ilis, na zistro neuse-souden d’hon antreteni var bassion hor Salver en aviel Bleuniou. Quement-se eo a dle occupi hon speret brema, hac en em applicot da gonsideri ur myster deus a pehini ne dlet jamæs coll ar memor. Na list deiz eta da dremen eus ar sizun santel-ma hep sonjal en ur poent bennac a bassion hor Salver, evit en em excita dre ar voyen-ze da zetesti ho pec’hejou ha da ober ur gonfession vad anezo er Pasq-ma. Evit quement-se eo a propos discleria deoc’h en andret-ma passion hor Salver het-a-het hervez ao Aviel hac e c’hellot he recita devotamant endra vezo ar veleien o cana aviel Bleuniou, non pas epquen dissul Bleuniou, mæs en diziou all eus ar sizun-ma, ispicial diguener ar groas : da zesirout ve so-quen ho pe an amser hac an devotion da lavaret ur veich er sizun, pe da viana ur veich er mis, da vener pe da un devez-all ar recit-ma eus a bassion hor Salver ; rac ur, merit bras ve quement-se deoc’h, mar er grac’h gant devotion.



PASSION HON AUTROU JESUS-CHRIST

Hervez an Aviel: Var ton, Vexilla Regis prodeunt

An Aviel pehini a vez canet dissul Bleuniou en Oferen.

Passio Domini nostri Jesu-Chrisii secundùm Matthæum.

IN illo tempore dixit Jesus discipulis suis : Scitis quia post biduum Pascha fiet, et Filius hominis tradetur ut crucifigatur. Tunc congregati

SAludi a ran va Jesus
Hac he bassion truezus :
Ra vezo scrifet em c’halon
Jesus hac he oll bassion.
Tad eternel, deoc’h ec’h offran
Dre zorn Mari, ar salud-man
Evit-ma vezin pardonet
Dre verit ho Map benniguet.
Speret Santel, me ho supli,
Grit d’in ar c’hraç da saludi,
Gant ur regret em ene,
Passion Jesus, va Doue.