teir Mari da gonsideri ar bez, ha da velet penaus e tiazezet c’horf hor Salver ebars, ha ma ejont goude-se da brepari parfumou hac onganchou precius evit distrei d’he onganti d’ar sul vintin varlerc’h ; c’houi ive o veza recevet en hoc’h estomac corf hor Salver evel en ur bez dre ar gommunion, a dle lacat evez ouz an oll distractionou a speret ha perseveri gant an teir Mari-se da gontempli an hini a so evel sebeliet en ho calon, ha d’en em antreteni ganta ur maread en hoc’h interieur abars mont da entent ouz an occupationou exterieur en quêver traou ar bed hac ouz ho sourciou temporel.
Erfin ne d’ê quet aoualc’h ho pe ambomet hac ongantet corf hor Salver ur veich dre ar ferveur eus ho tevotion o communia, evel ma en ongantas Joseph d’Arimatie ha Nicodemus oc’h he sebelia, prepari a dleit c’hoas onganchou a-nevez gant ar merc’het devot-ma evit dont d’he onganti adarre ; ar pez a ellit da ober en ur fæçon spiriluel, o tont alies da renta bizit dezan er sacramant adorabl eus an auter, hac en ur fæçon corporel, o vont da velet ar beorien hac an dud clan pere a ongantot evel memprou da Jesus-Christ dre ar gonsolation hac an œuvrou a drugarez a exerçot en ho andret.
AR pez a dle peb guir gristen da ober derguener ar groas eo : da guenta, medita an histor eus a varo ha passion hor Salver, oc’h assista, mar guell, er sarmonen pehini e vez discleriet he bassion ; d’an eil, souffr hor poaniou gant patiantet diouz an exempl eus hor Salver, hac iun gant mui a austerite d’an deiz-se eguet d’an deiziou all, mar d’ê possubl ; dan drede, assista er servij divin hac en em unissa gant an Ilis eu oll pedennou pere a ra d’ar memes deiz evit quement seurt tud a so var an douar, hep excepti