Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/278

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
258
Evit Derguener ar Groas.

Grit ma creno gant queuz hor c’halonou,
Ma teuint ivez eguis ar vein da ranna,
Pa’z omp-ni bet quiriec d’hoc’h oll boaniou.
Cunduit pelloc’h, va Salver, hor c’hamejou ;
Pardonnit deomp an amser dremenet,
Ha n’hon list quet da zistrei d’hor pec’hejou,
M’hor servijimp en amser da zonet.
Fizianç am eus, va Doue, en ho madelez,
P’hoc’h eus quement evidon anduret,
Ne glasquit quen [ ] nemet [1] ober trugarez :
En hoc’h eta ec’h esperin bepret.
Evid hoc’h-hu epmuiquen e renonçan
D’a[n] [2] dromplerez [a] [3] vaniteou ar bed :
D ec’h-hu epquen, va Jesus, en em rentan,
Ha ne c’hortoan nemet hoc’h eürusdet. Amen.


INSTRUCTION EVIT PASQ.

PAsq eo an amser santel ma ressuscitas hor Salver enni, da lavaret eo, ma teuas he ene eus al limbou d’en em unissa adarre gant he gorf a voa er bez, p’eveus a hini e sortias neuse beo-buezec ha triomphant a c’hloar. Ar guer-ma Pasc a sinifi passaij, rac d’an hevelep deiz e passeas an Israëlitet eus a Ægypt, eleac’h ma oant afflijet bras dindan an esclavaij eus a Pharaon, evit mont dre an desert d’an douar a bromission gant ar sicour eus an dorn oll-c’balloudec a Zoue pehini ho dilivras, hac en memor eus ar passaij hac an dilivranç-se oant oblijet pelloc’h bep bloas d’an hevelep deiz da zibri en pep famill un oan rostet gant bara hep goell : hen-nez oa ho Phasq el lesen ancien.

Ar memes deiz-se a so galvet ive Pasc el lesen nevez, en pehini hon eus ar c’hraç da veza : rac e c’his ma’z oa oblijet ar Iudevien pe an Israëlitet da zibri un oan rostet gant bara hep goell bep bloas en memor eus ar passaij-se, evelse ivez ê oblijet ar gristenien da receo bep bloaz d’an hevelep amser,

  1. Moullet : quen ne nemet.
  2. Moullet : d’am.
  3. Moullet : ha.