coas, abalamour d’an afflictionou ha d’ar pec’hejou bras a so etouez ar gristenien, pere so quer mechant na oe guelet biscoas nebeutoc’h a c’henjamant en ho buez goude ar gonfessionou hac ar gommunionou a reont da Basq, eguet a veler brema ; ha quement-se a ro da entent penaus na reont quet ur pasq mad, pa na veler quet e profitont. Quement a vez eta o cofes hac o communia da Basq, ne recevont quet ar pardon eus ho fec’hejou, nemet epquen ar re pere a ra un examen vad eus ho c’honscianç gant ur guir regret da veza offanset Doue, hac ur propos ferm d’en em amanti, o quitaat evit an effet-se an occasionou pere so caus dezo da bec’hi, hac [o] [1] pratica fidelamant an aliou mad hac ar binijennou roet dezo gant ho c’honfessour.
Evit distrei ar binijennou-se’ta divar ho quein, e tleit da guenta en em lacaat en graç Doue diaguent gouel santMarc dre voyen ur gonfession vad mar hoc’h eus aon na veac’h en stad a bec’het marvel ; d’an eil, sevel mintin d’ar gouel-se ; ha goude beza great ho pedennou ordinal, mont d’an ilis gant ur viscamant modest evit assista er procession hac en oferen gant ur speret a binijen hac a zevotion, hac en em absteni a guic en deiz-se dindan boan a bec’hi marvelamant : d’an drede, nep a oar lenn, a recito neuse ar seiz Salm gant litaniou an oll Sænt, hac ar pedennou a so var-lerc’h ; ha nep ne oar quet lenn, a allo lavaret ar rosera devotamant o pidi Doue evit an necessiteou public, evel ma’z eo evit ma vezo distrujet ha divoaignet an heresiou, evit an exaltation hac ar brosperite eus an Ilis catholic, evit an dad santel ar pap hac ar bastoret eus an Ilis, evit ar roue hac evit ar peoc’h etre ar brincet christen, evit ar frouezou hac ar madou eus an douar, ma plijo gant Doue ho c’honservi diouz peb goall amser ha diouz peb goall accidant.
AN tri dra-ma diaraoc a dle beza observet ive d’ar Rogationou, pere so pedennou public a vez grêt epad an tri-dez dirac ar Iaou-Basq pe an Asçansion, hac a so bet instituet da guenta gant sant Mamert un
- ↑ Moullet : ho.