arc’hescop a Franç evit an necessiteou hac an afflictionou a voa etouez he bobl, hac a so bet goude-se approuvet ha continuet bete vrema partout dre an Ilis catholic, evit dre an inrercession eus an oll sænt pe veus a re e vez canet al litaniou er procession epad an tri dez-se, ma c’haller apæsi coler Doue, hac evit ma plijo ganta preservi ar madou eus an douar, pere a gustum aveichou beza goallet var dro ar poent-ma eus ar bloaz pe gant re a sec’hor, pe gant re a c’hlebor, pe gant ar c’hasarc’h, ar reo, al luc’het hac an avelou rostus, ar pez a ve caus d’ar famin ha goude-se d’ar vosen da zont var ar bobl, nemet Doue dre he vadelez a zistroe ar goaligner-se divar ho c’hein.
Beza e tleer eta muia hac a aller euz a bep ti assista er procession epad an tri deiz-ma ive eus ar Rogationou : rac evel ma en deus peb-unan offanset Doue, peb-unan ive a dle caout aon na ve punisset gant he justiç, ha quement hini a ve joa ganta caout ar peoc’h, ar iec’het, ha beza preservet diouz ar famin ha diouz peb goall fortun, a dle beza sourcius d’en em gaout er procession, goude beza en em lequeet en stad-vad dre ur guir gonfession pe dre un act a vir gontrition hac a regret da veza offanset poue, ha querzet modest ha devot varlerc’h ar veleien, en ur lavaret ar chapelet pe al liraniou ha bedennou-all, evel en procession sant Marc, hep na parlant, na c’hoarzin, na caquetal, na sellet ouz ar marvaillou ; rac eleac’h calmi coler Doue, nemet he gourrouci mui oc’h-vui ne ve an dra-se, ha goude beza distroet d’an ilis en fin ar procession, goulen pardon ouz Doue eus ar fautou coumetet enni.
Evit guir ne vez quet iunet brema evel ma reat gueichal epad an tri dez eus ar rogationou quennebeut ha da vouel sant Marc , abalamour ma erru an deiziou-ma en amser pascal pehini so un amser a joa : hoguen oblijet oump, dindan boan a bec’het marvel, da ober abstinanç a guic, ar pez so ur merq a binijen pehini a dleomp da ober en peb amser hac