cramant eus he gorf hac eus he c’hoad precius gant he ene hac he zivinite dindan ar speç hac an apparanç a vara hac a vin.
Guir eo ec’h instituas ar sacramant adorabl-ma d’ar iaou gamblit, nozquent he bassion ; hoguen peguement bennac ma celebr an Ilis neuse an institution eus ar myster-ma, couscoude evel ma’zê occupet en amser se principalamant o ganvaoui ar sonffrançou hac ar maro cruel eus he fried Jesus-Christ, ne ell quet neuse solennisa gant al lid hac ar rejouissanç a ve requis, ur myster pehini so quer bras merq eus he garantez en hon andret, hac a so quen admirabl ha quer profitabl d’hor silvidiguez, evel ma’z eo he-ma : ha rac-se e deveus an Ilis cafet a propos choas ur iaou-all da celebri uniquamant ar memor eus ar myster bras-ma. Choaset e deus eta evit an effet-se ar c’henta iaou varlerc’h eizvet ar Pantecost, abalamour, evel ma celebr d’ar Pantecost ar gouel eus a furmation hac a etablissamant an Ilis christen, pehini a oe furmet d’ar poent-se, ma’z eo naturel ha ræsonnabl celebri ar c’henta iaou varlerc’h an eizvet eus ar gouel-se ar memor hac ar solennite eus ar sacramant bras-ma dre pehini eo maguet, fortifiet ha perfectionet ar memes Ilis, goude beza bet furmet hac etablisset d’ar Pantecost.
Ar ræson e deveus bet an Ilis da institui ar gouel-ma, eo evit en em opos d’ar re pere so en em discleriet adversourien d’ar sacramant adorabl eus an auter, evel ma’zeo an huguenotet, hac evit hon oblija da zisquez hon devotion hac hon anaoudeguez-vad en andret hor Salver er sacramant-ma, pehini en deveus instituet evit d’ar fin, pa na chome mui gueneomp er bed-ma en ur fæçon visibl, evel ma edo en he vuez vortel, ma chomse da viana en ur fæçon invisibl ato presant en hon touez realamant. Ar pez en deveus great, da guenta, evit disquez deomp sansiploc’h a se ar garantez infinit en deveus en hon adret hac an assistanç vras a fell dezan da rei deomp